Centre agréé de formation pour adultes

25 straed Pierre Martin
35000 Roazhon
Pgz : 02 99 38 75 83
Plr : 02 99 63 82 28
Postel : sae.bzh@wanadoo.fr

Distro degemer
Retour accueil

POSTEL

Tamm-ha-tamm kelaouennig   -   Bulletin d'information


Vakañsoù mat d’an holl ! Brezhoneg ha Farniente …Bemdez !

A-raok mont da vakañsiñ e fell da skipailh Pol Brezhoneg Skol an Emsav reiñ  un nebeud titouroù hag emgavioù deoc’h a vo mat da notenniñ aketus war ho teiziataer.

Avant de partir en vacances l’équipe de Skol An Emsav souhaite vous  donner quelques infos et  vous rappeler quelques rendez vous, qu’il serait bon de noter sur votre agenda.

Diwallit / Attention !

- Serret e vo Pol brezhoneg Skol An Emsav etre ar 1añ  betek an 20 a viz Eost.

-Le Pôle langue Bretonne Skol An Emsav sera fermé du 1er  au 20 août inclus

 

  


D’ar yaou 25 a viz gwengolo e vo kinniget da 7e noz ur gentel skouer digoust evit an deraouidi  hag un emvod kelaouiñ da 8e  evit kinnig deoc’h eurvezhioù ha lec’hioù ar c’hentelioù evit ar bloavezh 2008/2009 .Dalc’het e vo e Pol brezhoneg Skol An Emsav. Digor d’an holl !

Adkregiñ a ray ar c’hentelioù noz adalek al lun 6 a viz here.

Adkregiñ a ray  ar c’helc’h lennegel “Lenn a-stroll” d’al lun 6 a viz here da 8e noz.

Paeronit ur skoliad nevez ha tapit un distaol ! Ma kavit ur skoliad nevez evit deskiñ Brezhoneg e vo paeet ganeoc’h  15 euro nebeutoc’h evit ar bloavezh skol.

A 19 heures jeudi 25 septembre nous présenterons une leçon  gratuite de démonstration pour débutants suivie à 20 h d’une réunion d’information heures au Pole langue Bretonne Skol an Emsav pour vous proposer et présenter les horaires et lieux de cours de l’année 2008/2009.

Ouvert à tous !

Les cours du soir reprendront à partir du lundi 6 octobre.

Le cercle de lecture « Lenn a-stroll » reprendra le lundi 6 à 20 heures.

Parrainez un nouvel apprenant et bénéficiez d’une remise ! Si vous trouvez un nouvel élève pour suivre les cours de langue bretonne vous aurez 15 euros de remise pour l’année scolaire !

Laouen e vefemp da vezañ harpet evit ar c’houlzad brudañ a vo aozet ganeomp a-benn reiñ da c’houzout war un ton bras e bro Roazhon e vo moaien da  heuliañ kentelioù brezhoneg gant Pol Brezhoneg Skol An Emsav.Bez e c’hellit  kemenn deomp ma vezit  kontant da sikour da begañ ha da brientiñ skritelloù ganeomp er skol e miz gwengolo, en ur skivañ pe en ur bellgomz deomp : sae.bzh@wanadoo.fr 02 99 38 75 83

Nous vous invitons à  venir nous aider et à participer selon vos disponibilités,  à la campagne de promotion des cours de langue bretonne du Pole Langue bretonne Skol An Emsav que nous mènerons sur le Pays de Rennes. Merci de  nous signaler si vous êtes prêts à coller des affiches et à préparer le matériel à l’école pendant le  mois de septembre en nous envoyant un mail ou en nous téléphonant  : sae.bzh@wanadoo.fr - 02 99 38 75 83

 


Les stages sont ouverts à tout public adulte du niveau débutant complet à brittophone confirmé (35 heures de cours réparties du lundi au vendredi
9 h / 17 h 30). Ces formations ont pour support la méthode « Oulpan », méthode ludique, axée sur l'oral, et spécialement conçue pour l'enseignement aux adultes.

GWENGOLO / SEPTEMBRE 

NIVEAUX : débutant , 1 et 2

Semaine de formation du 08 au 12 septembre.

HERE / OCTOBRE  2008

NIVEAUX: 2 et 3

Semaine de formation du 13 au 17/10/2008

NIVEAU: débutant 

Semaine de formation du 27 au 31/10/2008

DU / NOVEMBRE 2008

NIVEAU 1 :

Semaine de formation du 3 au 8/11/2008

Semaine du 10 au 14/11/2008

NIVEAU 2

Semaine de formation du 17 au 21/11/2008

Semaine de formation du 24 au 28/11/2008

KERZU / DECEMBRE  2008   

NIVEAUX 3 et 4

Semaine de formation du 15 au 19/12/2008 

Mais aussi…

Le Pôle langue Bretonne Skol an Emsav met en place une formation longue début 2009 (formation professionnelle – maîtrise de la langue en fin de cursus). 

Il s'agit d'un cursus complet d'apprentissage accéléré en 180 jours (sur 6 mois) du 5 janvier au 30 juin 2009 (24 semaines de stage de 35 h = 840 h).

Inscription dès maintenant pour un entretien personnalisé sur rendez-vous, et étude préalable du dossier (places limitées à 20 stagiaires maximum !)

Prenez  rendez-vous. 

Direction : Lena Louarn – Tél : 02 99 87 69 12
Administration et enseignants : Tél : 02 99 38 75 83 

Possibilité de prise en charge par le Conseil régional de Bretagne pour les demandeurs d’emploi inscrits à l'ANPE dans le cadre d'une reconversion et possibilité de prise en charge par les services « Ressources Humaines » de l'entreprise pour les salariés. 

Parmi les pistes de financements possibles pour les salariés on peut citer : le Plan de formation de l'entreprise, le Congé Individuel de Formation, le Comité d'entreprise, les financements spécifiques en fonction du statut. 

Pour les demandeurs d'emploi, les financements sont possibles dans le cadre de formations conventionnées par le Conseil régional de Bretagne. 

Pour les artisans ou travailleurs indépendants, les Fonds d'assurance formation peuvent intervenir. 

 

 

 

 

 

Evit gwelet filmoù e galleg, brezhoneg hag en ur bern yezhoù all na zisoñjit ket e c’heller mont da zDouarnenez etre ar 16 hag ar 24 a viz Eost evit gouel ar filmoù :

http://www.festival-douarnenez.com/

 

 

 

 

 

Festimanif :

Naoned, plasenn Viarme d’ar Sadorn 20 a viz Gwengolo 2008

Doujañs d’hon gwirioù ha d’hon sevenadur !

Bezomp holl e Naoned !

 Fellout a ra deomp:

- ur statud hag ul lezenn evit da-zont hor sevenadur hag hor yezhoù,

- ar gwir da gemer perzh « evit netra » er vuhez sevenadurel,
sokial ha kevredigezhel,

- an treuzkas galloudoù d’ar Rannvro gant ar peadra (kelenn ar yezhoù, sevenadur, media, buhez publik)

-adunvanidigezh Breizh

Bro C’hall kadoriad Unvaniezh Europa : ra zoujo d’hor gwirioù Europiz

Aozet gant : Kuzul Sevenadurel Breizh, Skol Uhel ar Vro, Bretagne Réunie, Bertaeyn Galeizz, Bodadeg Ar Sonerion, Kendalc’h, War ‘l Leur, Gouelioù Breizh, Diwan, Div Yezh, Dihun, rouedad an Emglevioù bro, ...

Darempredoù : Kuzul sevenadurel Breizh : 02 99 87 17 65 (ksb@kuzul.info) www.kuzul.info

Agence Culturelle Bretonne de Loire Atlantique Morvan Lebesque :
Tél : 02 51 84 16 07 (acbml@free.fr)

2 eur abardaez : degemer, standoù, arvestoù

3 eur : manifestadeg

6 eur da 10 eur noz : standoù ar c’hevredigezhioù, boued,,evaj, sonerezh, kan ha dañs

Festimanif à Nantes le samedi  20 septembre 2008  14h place Viarme pour exiger de la France qui préside l’Union Européenne qu’elle respecte nos droits d’européens :

- Ratification de la charte Européenne et loi pour nos langues

- Transfert de compétences pour l’enseignement du Breton à la région

- Retrait de la loi sur les pratiques amateurs.

- Unité de la Bretagne

Les membres du Conseil Culturel de Bretagne : les associations de parents DIV YEZH, DIHUN, DIWAN, UGB, BAS, Kendalc’h, War Leur, Bretagne Réunie, Bertaeyn Galeizz, Bodadeg Ar Sonerion, Kendalc’h, War ‘l Leur, Gouelioù Breizh, Ententes de pays, ...

 

Sikourit Diwan bro Roazhon !

Kig-ha-farz Diwan Bro-Roazhon d'ar Sadorn 4 a viz Here 2008,
e Roazhon (31, bali Portugal), da 7eur noz.
Ur meuz breizhat eus Bro-Leon eo ar c'hig-ha-farz, anezhañ meur a seurt kig poazhet en dour gant legumaj ha farz-sac'h. Prizioù : 14 € evit an dud deuet ha 5 € evit ar vugale
Gant se zo : soubenn, kig-ha-farz, dibenn-pred, kafe, ur banne digor kalon hag ur banne gwin da gaout.
Mirout : Kelig / 02 23 35 18 41
Postel : kighafarzdiwan@yahoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Doare dilenn ar prezidant er Stadoù-Unanet, beaj daou falc'her OGK en Chiapas, stourm tud Kreiz Breizh evit ospital Karaez, Skolaj Diwan Liger-Atlantel... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gouere-Eost 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ d'an danvez-lezenn a denn d’an arzourien amatour. Rankout a raio marteze an amatourien bezañ paeet evel tud a-vicher evit kemer perzh en abadennoù da baeañ. Festivalioù bras ha bihan ar vro a c'hellfe bezañ en arvar bras neuze... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da zarvoudoù Mae 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad al lodenn bet embannet e-barzh niv. Miz Even Bremañ eo.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget war baper lufrus, e doare ur magazin.

Embannet gant Skol an Emsav (7 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h : www.breman.org

 

 

 


Bremaik :  http://bremaik.free.fr/

Bremaik a ginnig deoc’h bep sizhun keleier berr ha plijus da lenn e Brezhoneg . Laouen omp da lavarout deoc’h e oa bet priziet labour bremaik gant ur priz roet gant ar rannvro hag Ofis ar Brezhoneg da vare Prizioù dazont ar Brezhoneg d’an 30 a viz mae diwezhañ.

 

 

 


Ma fell deoc’h lenn rentañ-kont an darvoud mañ ha gouzout hiroc’h diwar-benn al loreidi all kit da deurel ur sell war : 

http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/zoom/index.php?actualite_id=203

War lec’hienn an Ofis e vo moaien deoc’h ivez da lenn ur studiadenn diwar-benn stad ar c’helenn e brezhoneg e departamant an Il ha Gwilen.

http://www.ofis-bzh.org/upload/travail_paragraphe/fichier/217fichier.pdf

 


Evit tout an titouroù
Pour tout renseignement :

Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax: 02 99 63 82 28
Postel / e.mail : sae.bzh@wanadoo.fr
http://www.skolanemsav.com
Da c'hortoz kaout ar blijadur ouzh ho kwelet,
degemerit gwellañ soñjoù skipailh-pad Skol an Emsav.