Tamm-ha-tamm kelaouennig
- Bulletin d'information

Demat deoc'h tudoù !
Pell zo n'ho poa ket bet keloù digant Pol brezhoneg Skol An Emsav ! Bev omp bepred ! Hag oberiant mar plij, e-giz ma c'hellot gwelet o lenn niverenn-mañ an Tamm-ha-Tamm.
Abaoe an niverenn ziwezhañ eo krog ar stummadur hir
a bado betek miz Gouere. 22 zeskard a vez bemdez ganeomp evit deskiñ
brezhoneg d'an daoulamm ! Poaniet e vez met plijadur a vez ganeomp holl
ivez. Emichañs e roio c'hoant deoc'h d'ober memes mod pe da vrudañ hor
stummadur e-touesk ho mignoned.
Evel m'ho peus merzet marteze
ez eus labourioù bras en hor savadurioù… Klask a reomp ober hor seizh
gwellañ evit derc'hel gant ur mont en-dro a zerefe ouzhoc’h. N'eo ket aes bemdez ! Trugarez evit ho pasianted !
En niverenn-mañ e c'helloc'h kavout keleier diwar-benn : - Ar staj 6 miz - Ar staj kenaozet gant Div Yezh Bruz - Ar skrivadeg - Cheñchamantoù e skipailh Bremañ/Bremaik (Joan) - Stajoù da zont e Roazhon hag e Naoned.
Meneget e vo ivez darvoudoù a bouez-tre evit dazont hor yezh e bro Roazhon hag e Breizh dre vras : - Ar Redadeg
evel-just da gentañ penn ! Loc'hañ a raio eus Roazhon d'an 10 a viz
Mae, pedet oc'h da zont niverus da gemer perzh e mod pe vod. Evel-just
e prenimp kilometradoù en anv Pol brezhoneg Skol An Emsav !
- Gourfenn ar Skrivadeg a vo dalc'het e Brest d'an 22 a viz Mae
- Distro Gouel broadel ar Brezhoneg a vo dalc'het e Kawan e kalon Bro-Dreger etre ar 21 betek ar 24 a viz Mae. Ur stand a vo eno gant Skol An Emsav evel-just !
Skuizhus e vo miz Mae…met plijadurus eo gwelet kement a virvilh tro-dro d'hor yezh …n'eo ket gwir ?
Kentel noz ebet etre an 12 hag ar 25 a viz Ebrel nemet m'ho pefe ur gentel da adtapout gant ho kelenner.
Bonjour à tous !
Cela
fait un moment que vous n'avez pas reçu de nos nouvelles. Et pourtant
le Pôle Langue Bretonne Skol An Emsav est bien vivant ! Et actif par
dessus le marché, comme vous pourrez le constater à la lecture de
numéro de Tamm-ha-Tamm.
Depuis le dernier numéro nous avons entamé notre cycle de formation sur 6 mois qui durera jusqu'en juillet. 22 apprenants sont avec nous tous les jours pour apprendre le breton de façon intensive. Peut-être cela vous donnera-t-il envie de faire pareil ou de faire connaître notre formation parmi vos connaissances.
Comme
vous l'avez remarqué de gros travaux ont commencés dans nos locaux et
ceux de l'école Quineleu. Nous essayons de faire de notre mieux pour
garder un fonctionnement qui vous convienne. Ce n'est pas facile tous les jours ! Merci de votre patience !
Dans ce numéro vous pourrez lire des infos sur : - La formation longue de 6 mois - Le stage coorganisé à Bruz avec Div-Yezh - La dictée en langue bretonne - Des changements dans l'équipe de Bremaik / Bremañ - Les prochains stages à Rennes et Nantes.
Nous parlerons aussi d'évènements importants pour notre langue dans le pays de Rennes et ailleurs en Bretagne :
- La Redadeg
bien sûr ! La course populaire pour la langue bretonne partira le 10
mai depuis…Rennes ! Bien sur nous achèterons des kilomètres au nom du
Pôle Langue Bretonne Skol An Emsav .
- La dictée en langue bretonne, les finalistes sont invités à Brest le 21 mai prochain !
- Le retour de la fête nationale de la langue bretonne ! Elle aura lieu à Kawan / Cavan au cœur du Trégor.. Skol An Emsav y aura un stand bien entendu !
Le
mois de mai sera fatiguant…mais n'est il pas agréable de voir autant
d'engouement et de dynamisme en faveur de la langue bretonne ?
Pas de cours du soir entre le 12 et le 25 avril sauf indication contraire de votre professeur.
|

Stummadur hir / Formation longue
Krog
eo ar stummadur hir abaoe ar 4 a viz Genver. 22 den a vo o teskiñ e
Skol An Emsav betek miz Gouere, pevar c'helenner a vez
gante evit mont war hent ar brezhoneg. Ar
bloaz-mañ eo
Strollad "ar Ramoneurs de Menhirs" a oa bet lakaet da baeron ar
strollad deskarded. Gant ma roio nerzh ar bunked startijenn d'hor
stajidi evit dont a-benn d'o fal : kaozeal brezhoneg !
La formation longue 2010 a commencé le 4 janvier dernier dans nos locaux. 22
stagiaires apprendront jusqu'en juillet avec Skol An Emsav, quatre |  | formateurs les encadrent pour avancer sur la route de la langue bretonne.
Cette année c'est le groupe "Ramoneurs de Menhirs" qui est le parrain
de ce groupe d'apprenants. Souhaitons que l'énergie des punks donne de
la force à nos stagiaires pour tenir le cap de leur objectif : parler
breton / kaozeal brezhoneg !
Un devezh studi e Bruz / Une journée d'étude à Bruz : "Mont
e brezhoneg gant e vugale" a oa tem an devezh staj-se bet aozet e Bruz
d'ar Sadorn 16 a viz Genver diwar intrudu kerent hentenn divyezhek ar
gumun-mañ. Tro da 25 den o doa kemeret perzh er c'hentelioù kaset gant
Anne ha Gael. D'an abardaez o doa bet tro ar berzhidi da rannañ
gwastell ar rouanez hag ur banne bennak en ur aergelc'h plijus ha gant
kañfarted ha lamponed evel-just !
S'exprimer en breton
avec ses enfant était le thème de la journée de stage organisée à
l'initiative des parents de la filière bilingue de Bruz le samedi 16
janvier. Environ 25 personnes ont pris part aux cours donnés par Anne
et Gael. En fin d'après-midi les participants ont partagé la galette
des rois et quelques verres dans une ambiance agréable, au milieu des
fripons et des garnements évidemment !
Stajoù da zont e Roazhon hag e…. Naoned… Evel kustum e c'heller dont da heuliañ stajoù 35e e Pol Brezhoneg Skol An Emsav, a-hed ar staj 6 miz. Mont
a raimp en-dro betek bannlev Naoned a-benn kinnig ur staj 35e etre an
12 hag ar 16 a viz Ebrel, live 1 ha 2. Brudit an darvoud !
Comme
de coutume vous pouvez venir suivre des stages de 35 heures dans notre
centre de formation à Rennes tout au long de la session de 6 mois.
Et nous irons de nouveau dans la banlieue nantaise proposer un
stage (niveaux 1 et 2) pour débutants et confirmés entre le 12 et le 16
avril ! Faites le savoir autour de vous ! |  |

Ar skrivadeg / La dictée en langue bretonne.
Le samedi 6 mars se déroulait la première manche de la dictée en langue bretonne
à Rennes comme dans 6 autres lieux de Bretagne mais aussi à Paris.
Environ une centaine de personnes y ont participé sur le site de l'école bilingue du boulevard de la Liberté. Après
un début d'après-midi studieux, grands et petits ont écouté les noms
des
lauréats des 8 catégories qui iront à Brest le 22 mai pour la finale.
Au milieu des applaudissements et d'un peu de musique les organisateurs
ont félicité et récompensé les gagnants et réconforté et encouragé les
autres . Le
Pôle langue bretonne Skol An Emsav a dénombré de très
nombreux anciens ou actuels élèves de notre centre d'enseignement parmi
les lauréats des 8 villes. Bravo à tous ! Et plus particulièrement aux
quatre stagiaires de la formation longue qui se retrouvent parmi les
finalistes deux mois après avoir commencé leur apprentissage.
D'ar Sadorn 6 a viz Meurzh e oa bet dalc'het tro gentañ ar Skrivadeg
e Roazhon met ivez e 6 lec'h e Breizh hag unan e e Pariz. Ur c'hant
bennak a dud o doa kemeret perzh e hini Roazhon er skol bublik
divyezhek staliet bali ar Frankiz. Goude
bezañ poaniet e penn-kentañ an endervezh , ar re vihan koulz evit ar re
vras o doa bet tro da glevet anvioù loreidi an 8 rummad a yelo da Vrest
evit ar gourfenn d'an 22 a viz Mae. Etre trouz ar stlakadennoù
daouarn hag ar sonerezh an aozerien o doa embannet o gourc'hemmenoù
d'al loreidi ha frealzet pe kalonekaet ar re all. Gouest omp
bet da niverenniñ e-touesk al loreidi un niver uhel a dud bet o
teskiñ brezhoneg e Skol An Emsav e Roazhon pe e lec'h all !
Gourc'hemennoù d'an holl ha dreist-holl d'ar pevar stajiad a adkaver en
o zouez hag o doa kroget gant ar brezhoneg…daou viz zo !
Degemer mat da Joan Bizien !
Kresket eo skipailh Bremañ / Bremaik, ur gazeterennez nevez zo e-barzh an ti ! Joan Bizien , bet kazetennerez evit ar sizhuniek "YA" ha raktres "Daktu" a genlabouro gant Milio. Etre Roazhon hag an Oriant e ranno hec’h amzer labour. |  |
Gouel Broadel ar Brezhoneg : an distro !
Marteze
n'ho poa ket bet tro da vont da lidañ ar brezhoneg da vare Gouel
broadel ar Brezhoneg? Goude un ehan a ouzhpenn dek vloaz e vo roet lañs
en-dro d'ar gouel bras-se e Kawan etre an 18 hag an 23 a viz Mae.
Pezhioù-c'hoari, filmoù, daeloù, sonerezh… http://gouelbroadelarbrezhoneg.org/ Skol An Emsav a vo war al lec'h evel un toullad mat a embannerien pe kreizennoù kelenn.
Peut
être n'avez vous jamais eu l'occasion d'aller célébrer la langue
bretonne à l'époque de la Fête nationale de la langue bretonne? Après
un pause de plus de dix ans cette grande fête redémarrera entre le 18
et le 23 mai à Kawan (Cavan). Théâtre, films, musique et débats sont
annoncés. http://gouelbroadelarbrezhoneg.org/ Skol An Emsav sera sur place comme de nombreux éditeurs et structures d'enseignements. |  |
Pol brezhoneg Skol an Emsav war Facebook ! Ma fell deoc’h chom e darempred gant Pol brezhoneg Skol An Emsav tu vo deoc’h da zont da vezañ mignon ganeomp war Facebook.
Si vous souhaitez rester en contact avec Skol An Emsav et avoir
régulièrement des nouvelles de votre centre d'enseignement, rendez vous
sur Facebook. http://fr-fr.facebook.com/people/Skol-An-Emsav/1830757962
Pe war dTwitter / ou sur Twitter : http://twitter.com/skolanemsav
|

Lenn ha Stroll
Plijout a ra deoc'h lenn pe plijout a rafe deoc'h kregiñ da lenn e brezhoneg ? Un dra zo da verkañ ganeoc'h war ho teiziataer ! Bep
Lun kentañ ar miz (dre vras) en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien
a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all
kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet
dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
Laouen
e vefec'h o kemer perzh ? Pellgomzit deomp evit gouzout peseurt levr a
vez lennet ha tabutet diwar-e-benn d'ar mare mañ…..
|

Lennomp Bremañ diouzhtu !
Abaoe
miz Du e kinnig Bremañ, ar gelaouenn e brezhoneg penn-da-benn, div
bajennad nevez, savet a-ratozh evit ar re a zo o teskiñ hor yezh. Enno
e vo ur pennad diwar-benn un darvoud bennak, displeget ha troet ar
gerioù diaes en e gichen, pennadigoù diwar-benn tud brudet pe sifroù
dedennus ar miz, ur poent yezh displeget ha c’hoarioù evit pleustriñ
warnañ, un istorig e bannoù-treset... Dizoloit al lenn e brezhoneg gant plijadur ha fent ! Abegoù a-feson evit koumanantiñ ha kas war-raok ar yezh !
Depuis
novembre, le magazine tout en langue bretonne Bremañ vous propose deux
pages spécialement dédiées à ceux qui apprennent le breton. Vous y
trouverez un article sur un événement important du mois, avec son
vocabulaire expliqué et traduit, des anecdotes et des infos sur ce qui
se passe dans le monde, avec des personnalités et des chiffres
commentés, l’explication d’un point de grammaire précis et des jeux
pour le mettre en application, une petite bande dessinée… Découvrez le plaisir de lire en breton et d’enrichir votre langue dans la détente ! Autant de bonnes raisons pour s’abonner et donner un coup de fouet à son apprentissage du breton !
http://www.breman.org |
 |
|

Ha na
zisoñjit ket :
http://bremaik.free.fr
kazetenn enlinenn gant keleier ha dudi « berr-ha-berr » bep Lun
kreisteiz
|
Evit
tout an titouroù
Pour tout renseignement :
Pgz / Tél : 02 99 38 75 83
- Plr / Fax: 02 99 63 82 28
Postel / e.mail : sae.bzh@wanadoo.fr
http://www.skolanemsav.com
Da c'hortoz kaout ar
blijadur ouzh ho kwelet,
degemerit gwellañ soñjoù skipailh-pad Skol an Emsav.
|