Centre agréé de formation pour adultes

25 straed Pierre Martin
35000 Roazhon
Pgz : 02 99 38 75 83
Plr : 02 99 63 82 28
Postel : sae.bzh@wanadoo.fr

Distro degemer
Retour accueil

POSTEL

Tamm-ha-tamm kelaouennig   -   Bulletin d'information



A-raok ober ur c'hofad a dammoù chokolad hag a draoù lipous a bep seurt notennit mat ne vo ket digor Pol Brezhoneg Skol an Emsav etre ar Yaou 24 a viz Kerzu  hag al Lun 4 a viz Genver 2010.
Kregiñ a ray ar pevare staj hir war 6 miz d'al Lun 4  a viz Genver, degemer a raimp adalek an deiziad-se 20 deskard a ray tro ar brezhoneg e 180 devezh ganimp betek miz Gouere.
Kontañ a raimp deoc'h hiroc'h e Tamm-ha-tamm miz Genver.
Arabat eo mont da lidañ gouelioù dibenn ar bloaz hep bezañ graet ho prenadennoù liesseurt evit pleustriñ war ar brezhoneg, sikour Skol an Emsav, pe evit ober profoù  !

Chom a ra skouerennoù eus Deiziataer 2010 Skol an Emsav, eus ar 1000 ger kentañ, eus ar c'haier "poils à des nouilles" hag ur bern traoù all ! Deuit da welet ac'hanomp bemdez etre 9e ha 5e.
Bez’ e c'hellit ivez mont da welet hor mignon Bruno er stal levrioù l'Encre de Bretagne, un distaol a 5 % a vo graet da izili Skol an Emsav !


Avant de faire une ventrée de chocolats et de bonnes choses notez bien que le Pôle langue bretonne Skol An Emsav sera fermé entre le 24 décembre et le lundi 4 janvier 2010 (reprise des cours du soir à cette date).
Le quatrième stage de 6 mois pour faire le tour du breton en 180 jours commencera ce jour – là aussi avec 20 stagiaires.
Nous vous en dirons plus dans le tamm-ha-tamm de janvier.
Surtout ne partez pas pour les fêtes de fin d'années sans avoir fait vos emplettes pour vous perfectionner en breton tout en soutenant Skol An Emsav !

Nous avons encore des exemplaires de l'agenda 2010, des 1000 premiers mots de breton, des cahiers d'exercices...! Nous sommes ouverts tous les jours de 9h00 à 17h00.

Vous pouvez aussi aller voir notre ami Bruno de la librairie l'Encre de Bretagne, place Hoche à Rennes, une remise de 5 % sera faite sur pésentation de votre carte d'adhérent de Skol An Emsav.


Nedeleg laouen ha bloavezh mat d'an holl !



  





Ha  ma vefe profet ur staj ganeoc'h ?

Evit gouelioù dibenn 2009 e kinnigomp un distaol a 20 % war  stajoù 2010 gant ma vo enskrivet a-raok an 23 a viz Kerzu ! Hastit buan !

Et si vous offriez un stage ?
Pour les fêtes de fin d'année de 2009 nous proposons une remise de 20% sur nos stages 2010 si vous remplissez une fiche d'inscription avant le 23 décembre! faites vite !
Tél : 02 99 38 75 83
sae.bzh@wanadoo.fr

160 euro e-lec'h 200 evit ar c'hopridi, 120 e-lec'h 150 evit ar re all !
160 euros au lieu de 200 pour les salariés, 120 euros au lieu de 150 pour les autres !

A-hed miz Genver : live 1
Tout au long du mois de janvier stage de niveau débutant !


.
.
.





Berzh en deus graet koulzadig SAE e-doug Yaouank sellit ’ta!

Fotoioù Yaouank gant ar pegsun






______________________________________

Pol brezhoneg Skol an Emsav war Facebook !
Ma fell deoc’h chom e darempred gant Pol brezhoneg Skol An Emsav tu vo deoc’h da zont da vezañ mignon ganeomp war Facebook.
Si vous souhaitez rester en contact avec Skol An Emsav et avoir     régulièrement des nouvelles de votre centre d'enseignement, rendez vous sur Facebook.
http://fr-fr.facebook.com/people/Skol-An-Emsav/1830757962

Pe war dTwitter / ou sur Twitter :
http://twitter.com/skolanemsav
.
.




.
.

.
.
.
.
.
.
.
.









Lenn ha Stroll

Plijout a ra deoc'h lenn pe plijout a rafe deoc'h kregiñ da lenn e brezhoneg ? Un dra zo da verkañ ganeoc'h war ho teiziataer ! Bep Lun kentañ ar miz (dre vras) en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh. Laouen e vefec'h o kemer perzh ? Pellgomzit deomp evit gouzout peseurt levr a vez lennet ha tabutet diwar-e-benn d'ar mare mañ…..





Lennomp Bremañ diouzhtu !


Abaoe miz Du e kinnig Bremañ, ar gelaouenn e brezhoneg penn-da-benn, div bajennad nevez, savet a-ratozh evit ar re a zo o teskiñ hor yezh. Enno e vo ur pennad diwar-benn un darvoud bennak, displeget ha troet ar gerioù diaes en e gichen, pennadigoù diwar-benn tud brudet pe sifroù dedennus ar miz, ur poent yezh displeget ha c’hoarioù evit pleustriñ warnañ, un istorig e bannoù-treset... Dizoloit al lenn e brezhoneg gant plijadur ha fent !
Abegoù a-feson evit koumanantiñ ha kas war-raok ar yezh !


Depuis novembre, le magazine tout en langue bretonne Bremañ vous propose deux pages spécialement dédiées à ceux qui apprennent le breton. Vous y trouverez un article sur un événement important du mois, avec son vocabulaire expliqué et traduit, des anecdotes et des infos sur ce qui se passe dans le monde, avec des personnalités et des chiffres commentés, l’explication d’un point de grammaire précis et des jeux pour le mettre en application, une petite bande dessinée…

Découvrez le plaisir de lire en breton et d’enrichir votre langue dans la détente !

Autant de bonnes raisons pour s’abonner et donner un coup de fouet à son apprentissage du breton !

http://www.breman.org

 



Ha na zisoñjit ket :
       http://bremaik.free.fr
kazetenn enlinenn gant keleier ha dudi « berr-ha-berr » bep Lun kreisteiz

 

 


Evit tout an titouroù
Pour tout renseignement :

Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax: 02 99 63 82 28
Postel / e.mail : sae.bzh@wanadoo.fr
http://www.skolanemsav.com
Da c'hortoz kaout ar blijadur ouzh ho kwelet,
degemerit gwellañ soñjoù skipailh-pad Skol an Emsav.