Centre de formation en langue bretonne

Kreizenn stummañ evit an dud deuet

 

Num. 366 | Rannvro Breizh : ul lañs nevez gant ar politikerezh yezh

Archives


05/2013 :  379

04/2013 :  378

03/2013 :  377

02/2013 :  376

01/2013 :  375

12/2012 :  374

11/2012 :  373

10/2012 :  372

09/2012 :  371

07/2012 :  369

06/2012 :  368

05/2012 :  367

04/2012 :  366

03/2012 :  365

02/2012 :  364

01/2012 :  363

Politikerezh yezh


Setu 'ta votet  eil testenn politikerezh yezh Kuzul-rannvro Breizh. An droienn "politikerezh yezh" hag a oa dianav e Breizh 15 vloaz zo a glever hag a lenner bremañ e pep lec'h. Un dra vat eo evel-just. Ar riskl zo avat e vefe graet gant an droienn hep kompren ervat ar pezh a dalvez. Ur politikerezh yezh a rank bezañ diazezet war un diagnostik gwirion eus stad ar yezh da gentañ. Diwar an diagnostik-se e c'haller lakaat palioù da vezañ tizhet ha sevel ur strategiezh d'o zizhout.

Anavezet eo bet talvoudegezh an teul kinniget gant ar vesprezidantez karget eus yezhoù Breizh gant an holl gostezennoù politikel. Ha gwir eo e kaver an teir fazenn meneget uheloc'h er skrid. Sklaer eo ar pal : soñjal en dazont ha lakaat kreskiñ an niver a nevez vrezhonegerien, bugale hag oadourien, e kement doare zo. Ha setu ivez unan eus ar c'hefridioù pennañ zo bet fiziet en Ofis publik ar brezhoneg a labour bremañ war dachenn an digeriñ klasoù pe skolioù ma vo graet gant ar brezhoneg.

Embannet eo bet gant ar Rannvro e vo graet ur bilañs bep bloaz evit gwelet penaos ez a an traoù war-raok. Uhel eo ar palioù lakaet ha n'emañ ket pep tra e dalc'h ar C'huzul-rannvro. Hervez bolontez mat pe fall ar Stad e chom kalz a draoù evit a sell ouzh ar skolioù da skouer. Anat eo ivez e tlefe bezañ brasoc'h engouestl an departamantoù, a zlefe bezañ gant pep hini anezho ivez ur politikerezh yezh sklaer gant peadra d'e gas da benn. Pell emañ Yann diouzh e gazeg, ha pelloc'h-pellañ zoken e departamantoù zo. D'an emsav brezhonek da lakaat e vouezh da vezañ klevet eus an tu-se ivez bremañ.


Roll pennadoù Bremañ miz Ebrel 2012

 

  • Distro an tasmantoù kozh gwisket a-nevez (4/4)
    Lodenn ziwezhañ an heuliad skridoù diwar-benn poblachourien Reter Europa

     
  • Lituania hag Europa : prederiadennoù Viktor Uspaskich (2/2)
    Eil lodenn prederiadennoù Viktor Uspaskich, kannad europat evit Lituania

     
  • Freuz ha reuz e Bro-leon
    Reuz zo e Kastell-Paol da heul ur chanter boulc'het gant ar SICA

     
  • Dilennadeg prezidant Frañs ha statud ar "yezhoù rannvro"
    Roll an danvez-prezidanted, gant o soñjoù diwar-benn ar yezhoù

     
  • Teuliad ar miz
    Politikerezh yezh nevezet Kuzul-rannvro Breizh

     
  • Stumdi : stummañ brezhonegerien glok
    Sevel ar poent diwar-benn Stumdi zo bet graet gant ar renerez, Claudie Motais

     
  • Bed ar muay-thai e Brest
    Ur pezh mell abadenn muay-thai a vo e Brest a-benn an 28 a viz Ebrel

     
  • Embann
    Ul levr sirius, ur bladenn fentus, hag un heuliad bannoù-treset ankenius...

     
  • Lennomp!
    Div bajennad prientet gant skipailh Skol an Emsav evit an deskidi

     
  • Krismenn
     Paotr e vil son eo Krismenn, etre rap, hip-hip, blues ha kan-ha-diskan

 

Pajennoù da bellgargañ e PDF :


Dilennadeg prezidant Frañs ha statud ar

Bed ar muay-thai e Brest

Bezañ frammet mat evit tapout lusk

25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28   Postel / email : degemer@skolanemsav.com