Centre de formation en langue bretonne

Kreizenn stummañ evit an dud deuet

 

Num. 363 | Amap, Slow Food, atalieroù keginañ... Debriñ mod all

Archives


05/2013 :  379

04/2013 :  378

03/2013 :  377

02/2013 :  376

01/2013 :  375

12/2012 :  374

11/2012 :  373

10/2012 :  372

09/2012 :  371

07/2012 :  369

06/2012 :  368

05/2012 :  367

04/2012 :  366

03/2012 :  365

02/2012 :  364

01/2012 :  363

Debriñ mod all

 

Gant gouelioù dibenn ar bloaz ez eo bet leuniet ar stalioù a voued adarre. Hor c’hevredigezh veveziñ en he splannañ. Goude friko ha fiskoan e soñj alies an den emañ o vont d’ober strivoù evit debriñ yac’hoc’h er bloaz nevez ! Daoust ha dalc’het e vo d’an diviz kaer-se avat, se zo un afer all…

 

Un teuliad diwar-benn doareoù all da broduiñ boued ha da zebriñ a ginnigomp deoc’h en niverenn-mañ just a-walc’h. Seblantout a c’hall bezañ un danvez skañv. N’eo ket tamm ebet avat. Pa reer anv eus boued e reer anv eus yec’hed, armerzh, ekologiezh, identelezh. Liammet eo pep tra.

 

A bouez eo eta kaout un tamm preder war ar pezh a zebrer, penaos ha gant piv e vez produet. Un tamm galloud zo gant pep hini aze. Chom hep prenañ frouezh ha legumaj e-maez o c’houlz produiñ reizh er vro, asantiñ paeañ traoù zo un disterig keroc’h evit ma vo miret liesseurted ar blazioù, harpañ rouedadoù produiñ lec’hel evit mont enep treuzdougen koustus ha saotrus ar pezh a zebromp. Setu traoù bihan pemdeziek hag a c’hell degas kemmoù don er gevredigezh. Deomp-ni d’ober hon dibaboù war ar pemdez ha d’ober gant hor galloud "keodedour-bevezer."


Kalon d’ho poued !


 

 

 

 

Roll pennadoù Bremañ miz Genver 2012

 

  • Distro an tasmantoù kozh gwisket a-nevez (2/4)
    Eil lodenn un heuliad skridoù diwar-benn poblachourien e Reter Europa.

     
  • Henri Goetschy: "Paneve ar brezhoneg, petra a vefe Breizh?"
    Ur pennad-kaoz gant Henri Goetschy, politikour elzasat abaoe pell-pell.

     
  • Roazhon 2-Harvard hag emglevioù gant skolioù-meur all
    Emglevioù zo bet savet etre Roazhon 2 ha skolioù-meur all er bed.

     
  • Skignañ ar yezhoù minorelaet
    Kaoz zo bet e Kerdiz eus penaos kas war-raok mediaoù e yezhoù minorelaet.

     
  • Teuliad ar miz
    Modoù all da zebriñ


     
  • Kevredigezh
    Keleier berr-ha-berr eus Breizh.

     
  • France 3 Breizh war ar web
    Gant France 3 ez eus bet roet lañs d'ul lec'hienn Internet nevez-flamm.

     
  • Kann ha lamm ar savate
    Greomp anaoudegezh gant ar savate, pe ar boks gall mar karit.

     
  • E-lec'h ma c'helli kousket, kousket, kousket
    Film nevez paotr Marsilha, Robert Guédiguian, Les neiges du Kilimandjaro.

     
  • Embann
    Pladenn Dibedoup hag adembannadur Troioù-kamm Alanig al Louarn.

     
  • Gwiad La Obra
    Ur pezh-c'hoari nevez zo bet savet gant strollad komedianed La Obra.
     

 

 

Pajennoù da bellgargañ e PDF :


Roazhon 2-Harvard hag emglevioù gant skolioù-meur all

Gedourien Slow Food e Breizh

France 3 Breizh war ar web

25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28   Postel / email : degemer@skolanemsav.com