Centre de formation en langue bretonne
Kreizenn stummañ evit an dud deuet
|
|
|
| |
| Accueil > > |
|
Num. 362 | Kin-ball, baseball, geocaching... Sportoù dibaot |
|
Sportoù nevez
Baseball, kin-ball, mell-droad ouezelek, geocaching ? Sed aze anvioù sportoù a vo da voazañ outo. O wiriziennañ emaint e Breizh (chom a ra da gavout un anv brezhonek dezho). En niverenn-mañ e c’hellot ober anaoudegezh gant ar sportoù-se ha piv ‘oar, marteze, e pego ennoc’h ar c’hoant da c’houzout hiroc’h diwar-benn hini pe hini anezho.
En niverenn-mañ e c’hellot lenn ivez ul lizher hir hor boa resevet digant ul lenner da-heul an teuliad bet gouestlet d’ar broioù balt. Hor mad a reomp eus kement-se evit adlavaret deoc’h pegen prizius eo deomp gouzout ar pezh a soñjit diwar-benn pennadoù Bremañ. Ma soñj deoc’h ez eus traoù da resisaat pe da reizhañ e pennad pe bennad, skrivit deomp. Plijet pe displijet oc’h bet gant ur pennad ? Kasit ur postel d’ar gelaouenn. Respontet e vo deoc’h.
Mennet omp d’ober eus Bremañ ur gelaouenn da gelaouiñ, da zeskiñ ha da ziduiñ. Ul lec’h eskemm diwar-benn kement tra a ya d’ober buhez Yann vrezhoneger an 21vet kantved.
Roll pennadoù Bremañ miz Kerzu 2011
-
Distro an tasmantoù kozh gwisket a-nevez (1/4)
Lodenn gentañ ur pennad-skrid diwar-benn poblachourien e Reter Europa.
-
Ulpan pe penaos deskiñ ur yezh da dizh ar gouloù
Kreizennoù a gaver en Israel evit deskiñ hebraeg d'an daoulamm.
-
Barzhez dibar Bro-Dreger
Enoret e oa bet Anjela Duval er C'houerc'had, d'ar Sul 6 a viz Du 2011.
-
Teuliad ar miz
Sportoù digustum
-
Pedenn evit ar peoc'h
Pennad-kaoz gant Geoffrey Oryema, soner genidik eus Ouganda.
-
Super Guichen Brozhers
Fred ha Jean-Charles Guichen o deus lakaet er gouloù o fladenn nevez.
-
Embann
Pink Floyd, Noel Gallagher ha pladennoù all... Danvez profoù marteze ?
-
Embann
Levrioù gant Daniel Giraudon, Herve Jaouen ha re all bet kaset da Vremañ.
-
Lizher
Ul lizher zo bet kaset da Vremañ gant ul lenner, diwar-benn ar Stadoù balt.
-
C'hoari gerioù
Ur c'hoari evit ar familh a-bezh... e brezhoneg, gant C'hoari gerioù.
Pajennoù da bellgargañ e PDF :
Barzhez dibar Bro-Dreger Geocaching emit-hu? Super Guichen Brozhers
|
|
|
 |
| 25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28 |
|
Postel / email : degemer@skolanemsav.com |
|