Centre de formation en langue bretonne

Kreizenn stummañ evit an dud deuet

 

Num. 357 | War ribl ar ganol

Archives


05/2013 :  379

04/2013 :  378

03/2013 :  377

02/2013 :  376

01/2013 :  375

12/2012 :  374

11/2012 :  373

10/2012 :  372

09/2012 :  371

07/2012 :  369

06/2012 :  368

05/2012 :  367

04/2012 :  366

03/2012 :  365

02/2012 :  364

01/2012 :  363

Kanol an Hañv

 

Miliadoù a dud a oa e Naoned d'an 18 a viz Mezheven. Embann a raent, ur wech c'hoazh, o youl da welet Breizh adunanet.

 

Doareoù a bep seurt zo da startaat al liammoù zo etre an holl vroioù a ya d'ober Breizh.

 

Ober ton da Ganol Naoned-Brest zo unan anezho. 200vet deiz-ha-bloaz ar ganol zo un digarez a-feson da c'houzout hiroc'h diwar he fenn.

 

Ul liamm etre gorre ha goueled ar vro ez eo. Un digarez ouzhpenn da Rann­vro Breizh ha da zepartamant al Liger-Atlantel da genlabourat.

 

Dre m'eo erru amzer ar vakañsoù e pedomp ac'hanoc'h en niverenn-mañ d'ober gwelloc'h anaoudegezh gant Istor ar ganol ha da zizoleiñ ar pezh a vo aozet a-hed an hañv. Hag ur bern traoù a vo ! Peadra da cheñch un tamm eus an holl festivalioù a vo dre-holl. Un dibab anezho hon eus graet memes tra kement ha reiñ da c'houzout ar pezh a ginnig ar re bouezusañ anezho.

 

Boued founnus ha liesseurt a gavoc'h en niverenn-mañ. Emgav a roomp deoc'h e Gwengolo evit ur bloavezhiad all a geleier hag a zudi.

 

Vakañsoù mat deoc'h-holl !


25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28   Postel / email : degemer@skolanemsav.com