Centre de formation en langue bretonne
Kreizenn stummañ evit an dud deuet
|
|
|
| |
| Accueil > > |
|
Num. 356 | Strak ar metal |
|
Strak ha storlok
Er miz-mañ e kinnigomp un teuliad un tamm divoas: komz eus ar sonerezh (ya, ya, sonerezh!) metal e Breizh. Graet e vo anv evel-se eus festival an Hellfest, a vez aozet e bro Naoned. Peadra d'ober o stal d'un nebeud kraksoñjoù a vez maget diwar-benn ar re tik gant an doare sonerezh-se. Un doare sonerezh hag a zo liesseurt-kenañ e gwirionez, evel ma c'hallot gwelet.
Nag e brezhoneg? Pa glasker ervat e verzer n'omp ket dibourvez tamm ebet. An dalc'h eo marteze e vez diaesoc'h c'hoazh d'ar strolladoù metal a gan e brezhoneg kavout o danvez selaouerien. Peseurt plas er mediaoù brezhonek evit seurt strolladoù da skouer?
Gant an titouroù a gavot er miz-mañ e c'hallot mont da surfiñ war ar Genrouedad hag ober anaoudegezh gant ur bed dianav deoc'h c'hoazh marteze. Ankounac'haet hon eus menegiñ strolladoù zo moarvat. Deuet mat e vo kement tamm titour a c'hallfe dont ganeoc'h evit klokaat an daolenn.
Ra vo an hañv un digarez d'ober anaoudegezh gant ur bern strolladoù nevez e festivalioù niverus ar vro.
|
|
|
 |
| 25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28 |
|
Postel / email : degemer@skolanemsav.com |
|