Centre de formation en langue bretonne
Kreizenn stummañ evit an dud deuet
|
|
|
| |
| Accueil > > |
|
Num. 355 | Trec'h Plougoñ. Un arouez, ur skouer |
|
Arouez ha skouer
Pa weler ar skeudenn zo war ar golo e soñjer da vat n’emeur ket mui er memes kantved… Koefoù ha tokarnioù aet diwar wel.
A bouez bras eo avat derc’hel soñj eus an arouez e oa bet trec’h stourm Plougoñ. Ne c’heller ket kompren gwirvoud politikel Breizh hiziv an deiz hep anavezout ar stourmoù o deus gwelet ar Vretoned oc’h en em unaniñ evit difenn o interestoù, pe e vefe evit mirout ouzh savidigezh ur greizenn nukleel war aodoù Kerne pe evit diframmañ un digoll reizh da-heul lanv du an Amoco Cadiz war aodoù norzh ar vro.
Ur skouer eo ar stourmoù-se evit hon amzer-ni, hep mar ebet. Ur pal sklaer a oa, hag unan hepken, dreist d’ar strolladoù ha d’ar frammoù. Ha bec’h dezhi, betek an trec’h. Daoust hag hiziv an deiz n’eo ket adunanidigezh Breizh ur pal anat hag hollret hag a rankomp tizhout a-unan hep gortoz pelloc’h ? Daoust ha sklaer a-walc’h eo ar galv d’ar Vretoned hag ar c’hemenn d’ar galloud avat ?
|
|
|
 |
| 25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28 |
|
Postel / email : degemer@skolanemsav.com |
|