|
Istor Skol an Emsav berr ha berr...
Abaoe 1969 e labour Pol brezhoneg Skol an Emsav evit kelenn brezhoneg d’an dud deuet adalek kalon Roazhon.
Ouzhpenn d’ar c’helenn liesstumm e embannomp ivez dafar pedagogel (hentennoù, geriaoueg..), levrioù evit ar vugale hag ar mizieg brezhonek nemetañ abaoe 1980.
Pol brezhoneg Skol an Emsav zo bremañ ur greizenn stummañ evit an dud deuet a ginnig kentelioù noz ha deiz, stajoù brezhoneg , e Roazhon peurliesañ ha tro-war-dro. Lena Louarn a renas e-pad 20 vloaz ar greizenn stummañ a-raok bezañ erlec'hiet gant Gwenvael Jéquel adalek 2010. Etre mare he c'hrouidigezh hag ar bloavezhioù '80 e voe oberiant ar gevredigezh war dachenn ar stourm evit ar yezh en holl gêrioù pennañ Breizh.
Evit gouzout hiroc'h klikit war ar rubrikennoù dindan :
|