Centre de formation en langue bretonne

Kreizenn stummañ evit an dud deuet

 

Gellout a rit kemer perzh e buhez Skol an Emsav o skrivañ evit Bremaik pe Bremañ

 

Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik pe bep miz e-barzh Bremañ ? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar sinema, pe me ’oar-me?

 

Fellout a rafe deoc'h rannañ ho gouiziegezh diwar-benn ur vro bennak, pe komz eus ar gevredigezh dre vras ?

 

Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik pe Bremañ ! Gant harp daou gazetenner, un toullad tud a-youl vat a sav pennadoù liesseurt evit hor c'helaouennoù, ha bepred emaomp o klask "pluennoù" nevez, . Deuit da vezañ unan anezho !

 

Evit gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik pe Bremañ, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp !

 

 

breman@skolanemsav.com - bremaik@skolanemsav.com - 02 23 20 62 29

 

 

25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28   Postel / email : degemer@skolanemsav.com