Skol an Emsav -
Keleier - Infos ....

Kroget eo an eil stummadur e Roazhon dindan paeroniezh ar c'haner Yann Fañch Kemener « Le tour du breton en 180 jours ! »
Laouen eo Pol Brezhoneg Skol An Emsav, kreizenn stummañ evit an dud deuet, da gemenn deoc'h eo kroget an eil stummadur hir e brezhoneg kinniget e Roazhon abaoe al Lun 7 a viz genver. D'ar meurzh 15 e oa deuet Yann Fañch Kemener da saludiñ ha kalonekaat e 17 filhor ha filhorez da geñver al lid digoridigezh a oa bet aozet evit an degouezh.
Emaint o tont deus pep korn ar vro, ha c'hoant bras gante da vont war-raok gant ar brezhoneg. Betek miz gouere e vo tu dezho pleustriñ war ar brezhoneg gant skipailh kelennerien Skol An Emsav.
Kinnig a reomp ivez kentelioù war ar bloavezh-skol div eurvezh ar sizhun (holl liveoù deiz pe noz) deus al Lun d'ar Yaou, pe c'hoazh stajoù war ur sizhunvezh (35e e stummadur dibaouez) a-hed ar bloaz, live 0 da live 4, deuit buan e darempred ganeomp evit amprouiñ ho live. Stajoù ur sizhunvezh a vo betek dibenn miz Gouere. Trawalc'h eo deoc'h pellgomz deomp 02 99 38 75 83 pe kas ur postel sae.bzh@wanadoo.fr hag ur respont a vo graet deoc'h kerkent. |
Yann Fañch Kemener parrain de la deuxième session du tour du breton en 180 jours.
La deuxième session de formation à Rennes est commencée sous le parrainage du chanteur Yann-Fañch Kemener.
Le Pôle langue bretonne Skol An Emsav, centre agréé de formation pour adultes, est heureux de vous informer que la deuxième session longue de breton proposée à Rennes est commencée depuis le lundi 7 janvier. Yann-Fañch Kemener était venu à l'occasion de la cérémonie d'ouverture le jeudi 15 janvier rencontrer ses filleul(e)s afin de les saluer et les encourager dans leur démarche d'apprentissage de la langue.
Ils arrivent de tous les coins de Bretagne et d'ailleurs, avec l'envie d'avancer et de s'approprier le breton à part entière. Ils étudieront jusqu'au mois de juillet avec l'équipe enseignante du pôle.
Nous rappelons que nous proposons aussi dans notre centre des cours hebdomadaires de 2h pendant l'année scolaire (tous niveaux, cours de jour ou de nuit) du lundi au jeudi, ou encore mieux, pour ceux qui veulent avancer plus vite et parler rapidement, des mini-stages intensifs de 35h (module formation continue) tout au long de l'année du niveau 0 à 4. Venez vite évaluer votre niveau afin de trouver la meilleure formule cette année ! Les modules de 35h sont proposés jusqu'à fin juillet. Il vous suffit de téléphoner
au 02 99 38 75 83 ou d'envoyer un courriel à sae.bzh@wanadoo.fr et une réponse vous sera faite par retour.
|
Deuet
eo er-maez deiziataer 2008 ha poent bras notenniñ emgavioù ar bloaz o
tont !
Gant ur golo plastik glas e liv (warlene ne oa ket bet...), deiziataer
2008, e 4 liv pen-da-benn, a ginnig pep sizhunvezh war div bajenn (stumm
"italia").
Kinniget eo pep pajenn en un doare pleustrek-kenañ evit merañ e amzer
hag e notennoù personnel. Adkavet e vo, evel-just, un dro-lavar evit
pep sizhun, peadra da binvikaat e vrezhoneg hep skriv ebet !
Ur bern titouroù all a gavot ivez en deiziataer : ar vakansoù-skol dre
dakad, taolenn ar c'hemmadurioù, deiziadur 2009, roll an 200
kevredigezh pe aozadur brasañ o plediñ gant ar brezhoneg pe ar yezhoù
bihanniver. Gant e stumm bihan (15x9 sm) e c'hellot e lakaat aes en ho
sac'h pe en ho chupenn.
E gwerzh 12 euro * (mizoù-post profet) dre lizher gant Skol
an Emsav :
25 straed Pierre Martin - 35000 Roazhon.
Pgz : 02 99 38 75 83 - sae.bzh@wanadoo.fr
pe er stalioù a ginnig danvez Breizh.
- 30% distaol evit 10 skouerenn pe ouzhpenn.
* 10 € evit izili Skol An Emsav
Gouzout muioc’h hag urzh-prenañ |
Deiziataer
2008
L’agenda 2008 en langue bretonne est sorti !
Sous une couverture bleue cette année, en quadrichromie, toujours en format poche (15x9
cm) et plein d’infos et adresses.
Chaque semaine, présentée sur deux pages est introduite par un dicton ou une expression populaire en langue bretonne. On y trouve également bien sûr le calendrier 2009, les semestres 2008, les pages mémos, une carte de Bretagne, une page spéciale mutations en breton, un carnet de 200 adresses utiles répertoriant les principales structures œuvrant pour la langue et culture bretonnes.
Vous pouvez-vous le procurer dans toutes les librairies spécialisées en culture bretonne, ou par correspondance à
:
Skol an emsav
25 rue Pierre Martin – 35000 Roazhon
Tél : 02 99 38 75 83 – sae.bzh@wanadoo.fr
Prix unitaire : 12€ (frais de port gratuit) ou 10€ pour les adhérents
Commandes groupées pour écoles, associations – 30% de remise à partir de 10 exemplaires.
En savoir plus et bon de commande |
Bremañ
: koumanantit !
Découvrez Bremañ :
- ur mizieg kaer, 24 p. e liv penn-da-benn, evit kelaouiñ ar
vrezhonegerien en o yezh abaoe 26 bloaz.
- ur benveg evit implij ar yezh ingal ha lakaat anezhi da vevañ.
- kenskriverien eus a bep lec'h.
Urzh-prenañ (stumm pdf) |
Bremañ
: abonnez-vous !
Decouvrez Bremañ :
- un magazine de qualité, de 24 pages tout en couleurs, pour
informer les brittophones dans leur langue.
- un outil pour pratiquer et faire vivre la langue bretonne depuis 26
ans.
- des correspondants de Nantes à Brest et dans le monde.
Bon de commande (format pdf) |

• AR REDADEG - 1añ a viz Mae : Evit lidañ 30 vloaz DIWAN oc’h pedet da gemer perzh pe da reiñ skoazell d’ar rederien ar Yaou kentañ a viz Mae e REDON : soñjet hon eus evit ar Roazhoniz aozañ ul lec’h loc’hañ gant kirri. Emgav a vo roet deoc’h da 06 eur mintin evit bezañ e Redon da 7 eur evit degemer en un doare a-feson an Naonediz o devo redet e-pad tout an noz ! |
Ar
redadeg - Course pour la langue bretonne
Le départ aura lieu à Nantes, le 30 avril 2008 au soir. L'arrivée se fera le 3 mai 2008 à Carhaix vers 17h.
Pour les 30 ans de DIWAN chacun de vous est invité(e) à venir courir ou à venir supporter les coureurs tout au long du trajet. Pour les rennais
Rendez Vous est donné le 1er mai 2008 à 7h du matin à REDON : Une belle façon de montrer notre volonté de mettre en avant cette course et d’aider la langue bretonne à fleurir en Bretagne. Un covoiturage de Rennes à Redon sera organisé pour le jeudi 1er mai à 06h du matin.
Gouzout
muioc'h - En savoir plus |
C'hoariva
e Roazhon
Ur strollad c'hoariva a zo e Roazhon, Barzhanoff
e anv, kaset war-raok gant ur strolladig tud abaoe un nebeud
bloavezhioù bremañ. Kalz a hent o deus graet abaoe ha savet meur a
bezh c'hoari evit an dud deuet hag evit ar vugale.
Klask a reont izili nevez evit kemer perzh en o raktresoù evit ar
bloavezh-skol-mañ. Ma vefec'h dedennet gant ar c'hoariva e brezhoneg
evit deskiñ komz en ho aes, sevel pezhioù-c'hoari, kemer perzh e buhez
o strollad, deuit buan e darempred ganto. Un degemer a-feson a vo graet
deoch!
Pleustradeg bep Merc'her d'an noz e Pol Brezhoneg Skol An Emsav. Roet e
vo dec'h gant ar sekretourez (pgz 02.99.38.75.83) anv ha niverenn
bellgmoz an dud e karg ar strollad. |
Emgav
pemdeziek !
Adkroget eo an abadennoù pemdeziek e Brezhoneg war RCF Alpha
(bro Roazhon) hag RCF Rivages (Leon ha Kerne) !
A-drugarez d’ur c’henlabour etre Ofis ar Brezhoneg, Pol Brezhoneg Skol An Emsav hag RCF e
c’hell selaouerien RCF klevet brezhoneg bemdez war wagennoù ar chadenn skingomz mañ abaoedaou vloaz
(krog e oamp abaoe 2005).
D’al Lun e c’heller klevet keleier e galleg diwar-benn ar Brezhoneg
D’ar Meurzh betek ar Yaou e c’heller tapout ur gentelig vrezhoneg evit mont war raok tamm ha tamm gant ar
yezh.
D’ar Gwener e tizoloer spered ar yezh gant un dornad troioù lavar
saourus.
Adkavit Fañch ha Gael war wagennoù RCF-Alpha da 12e14 resis ha rik adalek al lun 17 a viz gwengolo !
96.3 MhZ e Roazhon
104.5 MhZ e Redon
94.3 MhZ e Felger
89 MhZ e Brest
92.6 MhZ e Kemper
http://www.rcf.fr |
Rendez vous quotidien sur les ondes !
Les émissions en langue bretonne reprennent sur RCF Alpha (Pays de Rennes) et RCF Rivages ( Brest et Quimper).
Grâce à une collaboration entre l’Office de la Langue Bretonne, le Pôle Langue Bretonne Skol An Emsav et RCF les auditeurs de cette radio peuvent entendre du breton sur les ondes depuis deux ans (nos émissions ont commencé en 2005).
Le lundi est consacré aux actualités de la langue Bretonne et ce en langue française.
Du mardi au jeudi on peut profiter d’un petit cours de langue Bretonne.
Le vendredi permet d’aller plus loin pour tenter de saisir l’esprit de la langue Bretonne à travers des expressions, proverbes et tournures populaires.
Retrouvez Fañch et Gael sur les ondes de RCF à 12h14 précises à partir du lundi 17 septembre !
96.3 MhZ Rennes
104.5 MhZ Redon
94.3 MhZ Fougères
89 MhZ Brest
92.6 MhZ Quimperhttp://www.rcf.fr |
| Rannit ho taolioù fromm e video hag e brezhoneg gant mailemotion !
Tu zo deoc’h implijout adalek hiziv stumm brezhonek etrefas Mailemotion
(kehentiñ der bostel video), troet eo bet gant Gael Roblin (e karg deus ar
c’hehentiñ e Pol Brezhoneg Skol An Emsav) ha gant Aline Gouriot bet oc’h heuliañ ur stummadur 6 miz e Brezhoneg en hevelep Pol. Fulup
Jakez, rener Ofis ar brezhoneg, an hini eo en doa roet an alioù diwezhañ
a-benn treiñ mat an 200 ger a vez kavet en etrefas mañ.
Ouzhpenn d’ar d’ar stummoù e saozneg, galleg, kastilhaneg,
izelvroeg, sineg, italianeg, alemaneg e c’heller bremañ implijout Mailemotion e
Brezhoneg :
http://www.mailemotion.tv/?lang=bzh
Tennañ a ra splet Pol Brezhoneg Skol An Emsav deus d’an doare kehentiñ
nevez se evit skignañ ur c’houlzad diwar-benn ar stummadurioù e brezhoneg
evit an oadourien kinniget ganeomp. Ma fell deoc’h degemer ar postel video
:
sae.bzh@wanadoo.fr
Lena Louarn, renerez
Evit Gouzout muioc'h : Pgz 02 99 38 75 83
Mailemotion.tv zo un doare da gehentiñ en ur mod ledan ha digoust dre bostel
video, deus ar an aesañ eo da implijout evit ar re o deus ur webkam.
Diazezet eo war un etrefas ergonomek, Mailemotion zo ur servij troet war
du an implijourien ha reiñ a ra an tu en un doare simpl ha fonnus da zaremprediñ dre bostel video
mignoned, kenlabourerien pe c’hoazh ar familh.
Daou sistem zo a-benn treuzkas videoioù :
-Pe dre webkam gant ur gemenadenn verr, prim ha gant startijenn !
-Pe en ur gas ur fichennaoueg video graet en a-raok gant an implijour, dindan forzh peseurt
stumm.
-Bez euz deus ur stumm all a ranker paieañ evitañ a-benn skignañ en un
doare ledan tre, evit en ober kit e darempred gant Wevod :
http://www.wevod.tv/ WEVOD 68 rue du théatre 75015 Paris 01 72 89 71 14 |
Avec mailemotion partagez vos émotions en vidéo et…en langue Bretonne !
L’interface d’utilisation de mailemotion (communication par vidéo mail)
est désormais disponible en langue Bretonne, il a été traduit par Gael
Roblin (chargé de la communication au Pole Langue Bretonne Skol An Emsav) et de Aline Gouriot qui est venue pendant six mois apprendre la
langue bretonne dans ce même Pôle. C’est Fulup Jakez directeur de l’Office de la Langue Bretonne qui a donné les derniers conseils pour une
bonne traduction des quelques 200 termes de cette interface.
Cette langue s’ajoute aux versions anglaise, française, espagnole,
hollandaise, chinoise, italienne, allemande de mailemotion :
http://www.mailemotion.tv/?lang=bzh
Grâce à ce nouveau moyen de communication le Pole Langue Bretonne Skol An
Emsav s’offre une campagne de promotion de ses activités de formation en
langue Bretonne auprès d’adultes. Si vous souhaitez recevoir la vidéo de
promotion : sae.bzh@wanadoo.fr
La directrice : Lena Louarn
Pour tout renseignement : Tél 02 99 38 75 83
Mailemotion.tv est un service grand public gratuit de communication par
vidéo mail simple et intuitif ; idéal pour les heureux possesseurs de webcam !
Basé sur une interface ergonomique, mailemotion.tv est un service tourné
vers les utilisateurs et permet en toute simplicité et en un minimum de
temps de communiquer par mails vidéo avec amis, collègues ou famille.
Intégrant en standard deux possibilités d'envoyer des vidéos :
• soit par Webcam pour réaliser un message rapide, spontané et dynamique
• soit par l'envoi d'un fichier vidéo réalisé au préalable par l'utilisateur, quelque soit le format
• Il existe une version payante de ce service pour des envois massifs.Pour ce faire contactez Wevod:
http://www.wevod.tv/ WEVOD 68 rue du Théâtre, 75015 Paris
Tél : 01.72.89.71. 14 |
Evit tout an titouroù
Pour tout renseignement :
Pgz / Tél : 02 99 38 75 83
- Plr / Fax: 02 99 63 82 28
Postel / e.mail : sae.bzh@wanadoo.fr
http://www.skolanemsav.com
Da c'hortoz kaout ar
blijadur ouzh ho kwelet,
degemerit gwellañ soñjoù skipailh-pad Skol an Emsav.
|