|
Skol an Emsav war Frañs 3 !

D'ar merc'her 4 a viz Genver 14 stajiad a gemer perzh en ur stummadur 6 miz e Skol An Emsav o doa gellet mont da enrolladenn foran an abadenn "Bali Breizh" e ti France 3 e Roazhon.
Degemeret e e oant bet gant o faeron Yann-Herle Gourvés, kronikour en abadenn-se hag a heul anezho a-hed o stummadur 6 miz.
Gellet o doa sevel goulennoù ouzh an hini a oa bet kouviet en abadenn , Lena Louarn hec'h anv , bezprezidantez ar rannvro.
Skignet eo bet an abadenn war France 3 d'ar Sul 22 a viz Genver da 10e 50.

.
Prizioù 2012 a vo roet d’ar Gwener 27 a viz Genver 2012 er Maezioù Frank e Roazhon.
Kenaozet e vint evit ar wezh kentañ gant Ofis Publik ar Brezhoneg, Rannvro Breizh ha France 3 Breizh.
Un tammig bruderezh evit hor mignoned eus bro Naoned !
Kentelioù an Noz a ginnig deoc'h :
.jpg)
An enskrivadurioù evit staj ar Poulgwenn a zo digor adalek bremañ!
Staj bloaziek ar Poulgwenn a vo d'an 11 ha 12 a viz C'hwrevrer. Evel bep bloaz e vo digemeret strollad laouen ar vrezhonegerien e kreizenn ar Gorriganed. Tost ouzh an Aod Gouez emañ ar greizenn, e-kreiz ur park bras.
E-kerzh an dibenn-sizhun e vo kinniget kentelioù brezhoneg dre live, obererezhioù e brezhoneg, an nozvezh, ar predoù hag ar c'houzket. An holl evit 60€ an dibenn-sizhun (50€ priz bihanaet) pe 30€ an devezh (25€ priz bihanaet). An dud n'int ket ezel eus Kentelioù an Noz a vo ret dezho ouzhpennañ ar skodenn d'ar gevredigezh (10€).
Dre aze: e c'hellit mont war o lec'hienn
|