Centre de formation en langue bretonne

Kreizenn stummań evit an dud deuet

 

Stummadurioù hir war ar brezhoneg e Naoned ha Roazhon
Deskiñ brezhoneg e 6 miz

 

 

Deskit brezhoneg e-korf 180 devezh (e-pad 6 miz) e

 

 

 

 

  • Roazhon & Naoned / S. Ervlan etre an 17 Gwengolo 2012 hag an 29 Meurzh 2013

 

 

 

! Un emvod kelaouiñ a vo dalc'het d'an 18 a viz C'hwevrer da 11e 

e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur, 13 straed Remouleurs e S. Ervlan

 

 

 

(24 sizhunvezh staj 35 eurvezh = 840 e) Bez' e c'hellit en em ragenskrivañ diouzhtu-kaer.


Ret eo dont e darempred ganeomp evit lakaat un deiziad evit un emgav hiniennel goude ma vo bet studiet ho teuliad ganeomp.

Abaoe 2006 e kinnig hor c'hreizenn kelc'hiadoù stummañ micherel war 6 miz. Ar  prantadoù-se 840 eurvezh anezho a ro an tu da dizhout ar pezh zo par da live B2 e Portfolio Europa ar yezhoù

 

  • Ha fellout a ra deoc’h kavout ur post-labour er vro war dachenn ar c’helenn (skol-vamm, kentañ hag eil derez) e bed ar buheziñ;
     

  • Ha fellout a ra deoc'h labourat en un embregerezh pe ur gevredigezh a ra gant ar brezhoneg (sekretouriezh, kontouriezh), evit ober war-dro ar re gozh;
     

  • E meteier all e vez klasket brezhonegerien: e bed ar mediaoù da skouer, skingomz, kazetennerien, komedianed, advouezhierien;

 

Ouzhpenn 1000 den a labour bemdez e brezhoneg ! Deuit da vezañ unan anezho !

 

M'ho peus ur raktres micher e liamm gant ar brezhoneg, pe ma fell deoc'h stagañ gant ur c'helc'hiad stummañ er skol-veur, graet eo ar stummadur war 6 miz evidoc'h.

 

Arc'hantaouiñ ar stummadurioù lies
 

Kerkent ha ma voc’h deuet e darempred ganeomp e harpimp ac’hanoc’h evit dont a-benn da arc’hantaouiñ ho stummadur.

Ha pa vefec’h gopret pe dilabour e c’heller kaout diskoulmoù evit ma teufec’h e-pad 6 miz ganeomp.

 

Arc'hantaouiñ evit ar c'hopridi

 

Evit ar c'hopridi e c’heller bezañ degemeret en hor c'hreizenn-stummañ a-drugarez d'ar gwir hiniennel d'en em stummañ (bez'  e c'hell kement goprad  berniañ ur c'hred stummañ par da 20 eurvezh bep bloaz, a c'heller berniañ e-pad 6 vloaz hep mont en tu-all da 120 eurvezh) ,  pe d'ur c'hoñje hiniennel a stummadur  CIF/KHS (ur stummadur na bad ket muioc'h eget 120 eurvezh hag a vo kaset da benn e korf ur bloavezh)   a-drugarez da steuñv stummañ hoc'h embregerezh, evit cheñch micher.

 

Pellgargit ar pleg-dibleg diwar-benn ar gwirioù da vezañ stummet

 

Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h diwar-benn ar CIF: www.fongecif-bretagne.org

 

 

 

 

Arc'hantaouiñ evit an dud dilabour

 

Gallout a reer tapout sikourioù m’och enskrivet evel den dilabour. Kement-mañ zo bet lakaet e pleustr gant Kuzul-rannvro Breizh.  E ken kaz n'ho pefe ket ar gwir da gaout tamm gwenneg ebet gant ar pol Implij  e c'hello Rannvro Breizh reiñ ur skoaziad evit ho sikour da heuliañ ar c'houlzad stummañ.

 

Gouzout hiroc'h: http://www.bretagne.fr/

 

Ne zerefe hini ebet eus an diskoulmoù-se deoc'h ?

 

Gallout a reomp kavout diskoulmoù arc’hantaouiñ all.

 

Ha fellout a ra deoc’h gouzout hiroc’h ? Deuit e darempred ganeomp, kaset e vo un teuliad titouriñ deoc'h hag e vo kinniget un emgav hiniennel deoc’h.

 

Renerezh: Gwenvael Jéquel  02 99 87 69 12 – Stummerien: 02 99 38 75 80  stummadur@skolanemsav.co

25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28   Postel / email : degemer@skolanemsav.com