|
Deiziadoù stajoù hañv Skol an Emsav
>> Stajoù 35 eurvezh <<
Deiziad ar stajoù 35e kentañ. Programm ar bloavezh 2011 - 2012 da bellgargañ e pdf
Ur c'helenn prim graet evit an dud deuet
Stajoù stummadur dibaouez evit deskiñ fonnusoc'h, evel-just, met en un doare plijus hag aes d'an oadourien.
Pep strollad (10 den d’ar muiañ) a vo graet war e dro gant daou gelenner. An hentenn « Brezhoneg Oulpan » a vo implijet e-pad ar staj, evit lakaat an deskerien da gomz ar muiañ ar gwellañ.
Un hentenn vev ha leun a startijenn
Stajoù stummadur dibaouez evit komz hep stroñs adalek an eurvezhioù kentañ.
Evit bezañ muioc'h en e aez gant ar yezh
Stajoù stummadur dibaouez diazezet war 35 eurvezh a gentelioù ar sizhun, dre strolladoù bihan gant daou stummer.
Digor eo ar sizhunvezhioù stummadur dibaouez-se evit tud deuet (stuñv stummañ) d’an holl (hiniennel pe micherel) hag e c’hell bezañ kemeret e karg gant o embregerezh.
Kinnig a reomp deoc'h un test live da dermeniñ ho strollad ha roll labour ar stummadur.
Roll ar staj a vo roet deoc'h dre bostel pe dre lizher kerkent ha goulennet.
E-kerzh ar sizhun e tesk ar stajidi diazezoù ar yezh a-drugarez d’un hentenn vodern ha plijus, krouet a-ratozh kaer evit kelenn d’an oadourien.
Prizioù ar sizhunvezhioù staj
-
500 € stummadur micherel (digor d'an DIF): embregerezhioù, strollegezhioù...
-
200 € stummadur hiniennel
-
150 € tud dilabour ha studierien
POUEZUS: dalc'het e vez ar stajoù 35e pa vez 3 den da nebeutañ en ur strollad. Ma n'eus ket eus an 3 den-se e vo nullet ar staj ha kelaouet e vo an dud ragenskriver dre bellgomz ha dre lizher 10 devezh a-raok deiziad penn-kentañ ar staj (d.s d'ar Gwener 2 a viz Gwengolo evit al Lun 12). Abalamour da se e ranker doujañ ouzh an deiziad menneget evit an enskrivañ.
Ne dalvez ket ar menneg-se evit ar stajoù a vez kenstaget ouzh ar stummadurioù 6 miz. Trugarez da vont e darempred ganeomp m'ho peus c'hoant da gaout muioc'h a ditouroù
Stajoù kentañ
Fichenn enskrivañ da bellgargañ amañ
Live 0-1-4
4 - 8 Mezheven 2012
Enskrivadurioù betek ar 25 a viz Mae 2012
Titouroù: 02 99 38 75 83 pe dre bostel stummadur@skolanemsav.com
|