Centre de formation en langue bretonne

Kreizenn stummañ evit an dud deuet

 

Plijout a ra deoc'h lenn pe plijout a rafe deoc'h kregiñ da lenn e brezhoneg ?

 

Un dra zo da verkañ ganeoc'h war ho teiziataer !

 

Bep Lun kentañ ar miz (dre vras) en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.

 

Laouen e vefec'h o kemer perzh ? Pellgomzit deomp evit gouzout peseurt levr a vo burutellet en emgav kentañ...

 

UR SELL WAR AL LEVRIOU BREZHONEK gant KALZ A BLIJADUR !

25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28   Postel / email : degemer@skolanemsav.com