Centre de formation en langue bretonne

Kreizenn stummań evit an dud deuet

 

Evit piv ?

 

Digor eo ar c'hentelioù-mañ d'an holl re o deus c'hoant da vont war-raok gant ar brezhoneg ha na c’hallont ket heuliañ kentelioù-noz.

 

Pal ar c'hentelioù emzeskiñ

Ar stummadur-mañ ho sikouro da gaout fiziañs ennoc'h ha da labourat war ar poentoù yezh a vefe diaes deoc'h !

 

Petra eo ?

 

Gant skoazell ur c’helenner e kinnigomp deoc’h kenderc’hel gant ar brezhoneg :

 

Tri emgav dre bellgomz pe enlinenn hag ur gentelig div eurvezh gant ar strollad emzeskiñ en e bezh evit gwellaat ar c’hompren ha pleustriñ dre gomz dreist-holl.

 

Er formulenn e kaver ur sizhunvezh staj 35 eurvezh a c'hellot ober e fin ar bloavezh skol pe e-pad ar bloavezh skol a-benn mont war-raok buanoc'h.

 

Un teuliad nevez (displegadur ur poent yezh, poelladennoù, testennoù, enrolladennoù…) a vo roet bep miz d’an deskidi.

 

C'hwec'h live zo kinniget : A1 («faux-débutant»),   A2 - B1 (etre - emren), B1 (emren), B1 - B2 (emren - barrek), B2 (barrek).

 

Tro-dro da deir eurvezh a rank bezañ kaset bep sizhun war an teuliad.

 

E fin ar bloavez e c'hellot tremen an diplom barregezh war ar yezh (DBY)

 

 

Ar prizioù

        

E-barzh ar priz-se e kaver: ur bloavezh emzeskiñ, ur sizhunvezh staj (35h) hag ur c'houmanant d'ar gelaouenn Bremañ       

               

  • 900€  evit an embregerezhioù (DIF)

     
  • 500€  evit an dud gopret + 10 €  emezeladur

     
  • 420€  evit ar studierien pe an dud dilabour + 10 € emezeladur

 

Ne vo ket restaolet an arc’hant ur wezh kroget gant ar bloavezh-skol

 

Pellgargit amañ ar follenn enskrivañ

 

Gellet a reer paeiañ e meur a-wezh war 10 miz  (10 X 51 euro pe 10 x 43 euro ).

Pellgargit amañ ar follenn aotre treuvankañ

 

 

25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28   Postel / email : degemer@skolanemsav.com