Centre de formation en langue bretonne

Kreizenn stummań evit an dud deuet

 

Mont en-dro ar c'hentelioù ha pedagogiezh

 

 

  • Ar skipailh-kelenn 
     

Ar c'hentelioù a vez kaset gant ur skipailh stummerien a-vicher boas da gas ul labour bedagogel asambles etrezo ha gant kelennerien a-youl vat stummet war ar c'helenn d'an dud deuet gant DAO.

 

En hor c'hreizenn-stummañ, ar gelennerien a zesk ivez penaos implijout an hentenn a-zoare a-drugarez d'ur rakstummadur.

 

* D.A.O.: Bodad kevredigezhioù oc'h ober war-dro kelenn ar brezhoneg d'an dud deuet (kentelioù-noz, stajoù, kentelioù dre lizher, stummadur dibaouez...) bet savet e 2001 gant harp Kuzul-rannvro Breizh. Ennañ e kaver 41 gevredigezh ha 2500 deskard.

Labour kaset da benn : stummañ ar gelennerien war ar brezhoneg evit an dud deuet, sevel amprouadennoù boutin e Breizh, lakaat enlinenn poelladennoù (http://dao.skol.free.fr )...

 

 

  • Un alberz eus an hentenn : OULPAN
     

Savet e 1947 da vare krouidigezh Stad Israel e oa he fal dezhi lakaat deskiñ an hebraeg ar buanañ ar gwellañ gant an dud nevez-deuet er vro. Berzh a reas. En un nebeud mizioù e oa gouest an dud da gomz ar yezh. Yezhoniourien ha pedagogourien eus Kembre a zivizas degas an hentenn-se er c'helenn war ar c'hembraeg.

 

Awenet gant o labour e savas Nikolaz Davalan, unan eus hor c'helennerien, un hentenn Oulpan e brezhoneg evit implijout anezhi er c'hentelioù-noz. Un DEA a dapas e 1998 e Skol-Veur Roazhon II a-drugarez d'al labour bet kaset gantañ.

 

 

 

 

 

 

 

  •  Mont en-dro ar c'hentelioù


Plijadur hag efedusted a rank bezañ gerioù-stur ar c'helenn d'an dud deuet. Sed aze perak ne vo klevet enno na kentelioù meur na displegadurioù yezhadur hir ha borodus. Evel-just e vez studiet mont en-dro ar yezh : graet e vez en un doare simpl.

 

Gant an hentenn-se e toujer ouzh mont en-dro an empenn a-fed deskiñ yezhoù ; tamm-ha-tamm e teu fiziañs er skolidi ha dalc'het e vez soñj ganto eus ar pezh o deus studiet e-pad ar gentel.

 

Hor pal kentañ a zo lakaat ar skolidi da implijout ar yezh en o buhez pemdez ar buanañ ar gwellañ. Brav eo tabutal diwar-benn an derezioù el lavarennoù-keñveriañ hervez reolennoù ar c'hrennvrezhoneg met siwazh ne servijo ket d'al lod brasañ ac'hanomp evit bevañ pe labourat...
 

Evit aesaat an deskiñ e vez desket poent yezh pennañ ar gentel a-drugarez da veur a deknik pedagogel hag en ur selaou hag adlavaret evit lakaat "eñvor an diskouarn" da labourat.
 

Ar poent yezh a vez komprenet en un doare naturel :

oc'h ober gantañ e degouezhioù heñvel ouzh re ar vuhez pemdeziek (c'hoarioù, divizoù, kanaouennoù)

o vont pelloc'h gantañ : sevel sketchoù, c'hoarioù-treiñ, c'hoarioù-eñvor, stalioù komz ha skrivañ da gas e-unan.

o labourat war sevenadur ar vro : sellout pe selaou teulioù aodio ha video, studial an troioù-lavar, labourat war ar rannyezhoù...

 

Lakaet e vez ar skolidi er jeu a-hed an amzer, dezho da labourat o-unan pe asambles gant ar re all.

 

Pouezet e vez kalz war ar gomz a-drugarez da c'hoarioù, sketchoù, kanaouennoù ha rimadelloù evit ma vefe ar skolidi en o bleud  pa vo erru poent komz e brezhoneg dirak tud all.
 

Labouret e vez ivez kalzik war ar skridoù en un doare leun a startijenn. Dre ar c'hentelioù e studier hag e tizher 5 barregezh portfolio Europa ar yezhoù : kompren skridoù, sevel skridoù, kompren ar gomz, komz ha komz dizehan.

Pal ar c'hentelioù a zo aesaat an eskemmoù etre ar skolidi, da gentañ penn tro-dro da demoù ar vuhez pemdeziek ha tamm-ha-tamm war dachennoù resisoc'h.


 

25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28   Postel / email : degemer@skolanemsav.com