Centre de formation en langue bretonne

Kreizenn stummań evit an dud deuet

 

Niv. 364 | Rusia, galloud Poutin o frailhań

Dielloł


05/2012 :  367

04/2012 :  366

03/2012 :  365

02/2012 :  364

01/2012 :  363

12/2011 :  362

11/2011 :  361

10/2011 :  360

09/2011 :  359

07/2011 :  357

06/2011 :  356

05/2011 :  355

04/2011 :  354

03/2011 :  353

02/2011 :  352

01/2011 :  351

Doareoù dibaseet
 

2012, bloavezh an dilennadegoù evit teir bro c'halloudus. Frañs e miz Mae hag e miz Even, Stadoù-Unanet Amerika e miz Du ha Rusia er miz a zeu. E penn ar vro-se e kaver ur skipailh tud bodet tro-dro d'un den hollc'halloudus hag a zo o koll tamm ha tamm e vrud.

 

Manifestadegoù a zo bet e miz Kerzu ha reoù all a vo a-raok an dilennadegoù prezidant-se e Rusia gant ur pal, echuiñ gant ar reizhiad Poutin. Tost da 100 000 a dud a oa bet bodet e Moskov e miz Kerzu, ha kement all a vo e miz C'hwevrer moarvat. Daoust ha cheñchet e vo an traoù da vat gant ar manifestadegoù-se? Chañsoù bras a zo e tremeno Poutin ar wech-mañ memes tra. Met penaos e vo an traoù e dibenn e respet, gant ma yelo betek an dibenn evel-just ?

 

Boas omp ni Breizhiz da vanifestiñ abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù, evit hor yezh, evit an adunvanidigezh, a-enep an nukleel, evit an endro; e 2010 ez eus bet miliadoù a dud er straedoù evit mont a-enep raktres adreizh al leveoù. Kadarnaet eo bet an adreizh-se un nebeud mizioù war-lerc'h gant ar c'huzul bonreizhel hag embannet diouzhtu war-lerc'h. Gant-se ez eus peadra d'en em c‘houlenn ha n'eo ket diamzeriet an doare stourm-se e 2012.


 

 

 

Roll pennadoù Bremañ miz C'hwevrer 2012

 

  • Braune Armee Fraktion
    Un heuliad muntroù gouennelour zo bet diskoulmet en Alamagn
     
  • Harpañ Euskariz
    Tri bodad zo bremañ e Breizh evit harpañ prizonidi bolitikel Euskadi
     
  • Deskiñ kerneveureg...tamm-ha-tamm ! 
    Abadenoùigoù tele evit tañva ar c'herneveureg zo bet produet nevez zo (pennad da bellgargañ e pdf)
     
  • "Trawalc'h !"
    TK Bremen: pennadoù-kaoz gant maer an Intel hag ezel eus ur bodad evezhiañ
     
  • Bec'h d'an ourmel
    Trouz zo e bro Gwiseni: ur park ourmel a c'helffe bezañ savet eno
     
  • Teuliad ar miz
    Rusia, Poutin lakaet diaes


     
  • Brudañ an divyezhegezh
    Deskiñ div yezh an abretañ ar gwellañ: ur c'houlzad brudañ e Penn-ar-Bed


     
  • An istor diechu
    Annaig Renault zo aet d'an anaon d'an 8 aviz Genver 2012


     
  • Istitloù brezhonek mar plij !
    Tud zo o deus divizet kinnig istitloù brezhonek evit heuliadoù saoznek (pennad da bellgargañ e pdf)

     
  • Tan ha skorn Belenos
    Pennad-kaoz gant Loïc Cellier, e penn ar strollad sonerezh Belenos


     
  • Daonet, 10 vloaz rock ha stourm
    Pladenn sonerien Daonet, Donemat, zo bet lakaet er gouloù nevez zo

 


Deskiń kerneveureg...tamm-ha-tamm !

Istitloł brezhonek mar plij !

25 straed Pierre Martin 35000 Roazhon - Pgz / Tél : 02 99 38 75 83 - Plr / Fax : 02 99 63 82 28   Postel / email : degemer@skolanemsav.com