Tamm-ha-tamm Du-Kerzu 2011
Un nebeud sifroù..entanus !!
300 sed aze an niver a dud a heuilh kentelioù brezhoneg ganeomp abaoe miz Here 2011 !
An darnvrasañ anezho a gaver er c’hentelioù-noz ha deiz kinniget e Roazhon, Bruz, Gwitreg , Felger , Pazieg , Breal, Bezeg ha Redon.
Ret eo deomp ober meneg eus ar c’hentelioù heuliet gant implijidi Rannvro Breizh ha ti-kêr Roazhon.
Evel just ez eo dleet deomp ober anv eus ar 26 stajiad zo krog da zeskiñ Brezhoneg e-pad ur c’hwec’hmiziad e Roazhon met ivez e Sant-Ervlan e-kichen Naoned abaoe miz Here.
Yann Herle Gourvès (aktour ha kronikennour war « Bali Breizh » abadenn vrezhonek ar Sul war F3) ha Gweltaz Adeux (kaner rock brezhonek ) o deus graet an enor deomp da baeroniañ stajidi Roazhon evit an hini kentañ ha reoù Naoned evit an eil.
14 stajiad all a grogo gant ur stummadur heñvel e Roazhon abaoe miz Genver.
Stajoù hir all a vo e Roazhon &St Ervlan etre ar 1añ Here 2012 hag an 29 Meurzh 2013, deuit buan e darempred ganeomp !

Stajidi Roazhon gant o faeron

Stajidi Sant-Ervlan gant Gweltaz Adeux
Ar sifroù kalonekaus-se a ranker lakaat keñver ha keñver ouzh an niver uhel a arvesterien o doa kemeret perzh e skignadennoù “Sineyaouank” e Roazhon ( tost da 200 den e 4 devezh) ha d’an 90 den a oa bet o sellet ouzh pezh-c’hoari “Eden Bouyabes” kinniget gant Teatr Piba e-doug mizvezh “Yaouank” aozet gant Skeudenn bro Roazhon.
Meur a zevezh staj hor boa kinniget ivez e Roazhon hag e Redon, hep disoñjal ar stajoù sizhun.
Trugarez d’an holl dud o deus sikouret ac’hanomp da dizhout ar sifroù entanus-se !
Peadra a vo kavet ganeoc’h e niverenn-mañ an « Tamm-ha-tamm » evit lakaat da greskiñ c’hoazh e 2012 an niver a dud engouestlet e-barzh al lañs a santer er mare-mañ evit ar brezhoneg !
Stajoù sizhun

Meur a staj 35e a vo dalc'het e 2012 , sed aze un deskrivañ ha dre aze an deiziadoù
Buhez Skol an Emsav
Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Skol an Emsav . Digor eo an emvod-meur d'he izili.
Dalc'het e vo d'ar 14 a viz Kerzu. Gallout a reoc'h kinnig ho anv evit dont da vezañ ezel ar burev pe ar c'huzul-merañ.
Profoù Nedeleg.
Emañ gouel an Nedeleg o tostaat, ma ne brofoc'h ket a staj brezhoneg d'ho tud kar e c'hellit atav ober ur prof talvoudus evel ur c'houmanant da v"Bremañ" pe un hentenn embannet gant SAE, pe c'hoazh "ma mil gêr kentañ" pe un deiziataer 2012 hollvrezhonek evel-just. Dre amañ !
|